Łódź
From Wikipedia, the free encyclopedia
Łódź (distaget [wudʑ] e poloneg, Lodz en alamaneg) eo an trede kêr vrasañ e Polonia, e-kreiz ar vro. E 2014 e oa 707 504 a annezidi o chom enni. Diazezet e voe diwezhat a-walc’h (ar meneg koshañ a gaver anezhi zo eus 1332) ha lakaet da gêr gant roue Polonia e 1423.