Alberic O'Kelly de Galway
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alberic O'Kelly de Galway a zo bet ganet d'ar 17 a viz Mae 1911 e Ruisbroek (Sint-Pieters-Leeuw) (Belgia) ha marvet d'an 3 a viz Here 1980 e Brusel (Belgia).
Mestrc'hoarier echedoù belgiat.
Kazetennour ha skrivagnour echedoù e oa.
Skrivañ a reas kalz a bennadoù a-zivout an echedoù er c'hazetennoù Europe-Echecs, La Libre Belgique ha Le Soir.
E miz Gwengolo 1939 e oa serjant en Tirlu belgiat. Kemer a reas perzh en Eil brezel bed e Belgia e miz Mae 1940.
Komz a rae seizh yezh: galleg, izelvroeg, alamaneg, saozneg, italianeg, spagnoleg ha rusianeg.
Mignon e oa gant ar mestrc'hoarier soviedat Aleksandr Kotov.
Mestr e 1938, Mestr Meur Etrebroadel FIDE e 1956.
Kampion Echedoù Belgia e voe e 1938, 1942, 1943, 1944, 1946, 1951, 1952, 1953, 1956, 1957 ha 1959 (ar wezh-mañ a-gevred gant Jozef Boey).
Kampion bedel an echedoù dre lizher adalek 1959 betek 1962.