Kevredigezh Broadoù Gevred Azia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kevredigezh Broadoù Gevred Azia (ASEAN e saozneg, da lâret eo Association of Southeast Asian Nations) zo un aozadur douarbolitikel, armerzhel ha sevenadurel. 10 bro eus Gevred Azia zo e-barzh. Diazezet e voe e 1967 e Bangkok (Thailand) gant 5 bro e-pad ar brezel yen da herzel ouzh al luskadoù komunour, diorren ar c'hresk ha stabilaat ar rannvro. Kreñvaat ar c'henober hag ar skoazell etrezo, kinnig un takad evit diskoulmañ ar c'hudennoù rannvroel ha pouezañ a-gevret en gendivizoù etrevroadel eo palioù ar gevredigezh hiriv. Aozet e vez ur c'huzuliadeg bep bloaz e miz Du. He fennsekretour zo staliet e Jakarta e Indonezia.
E 2005 e dalv broioù an aozadur-mañ :
- 558 milion annez (war-dro 10% eus poblañs ar bed)
- 862 miliard $USD PDK
- 26 miliard $USD postadurioù estren