Aristofanes
From Wikipedia, the free encyclopedia
Aristofanes (Ἀριστοφάνης Aristophánēs en henc'hresianeg) a oa ur barzh hag ur dramaour fentus en Henc'hres, er Vvet kantved kt JK. Ganet e oa bet e demos Kidatene war-dro 450 – 445 ha mont a reas da anaon e 385 kent JK. Emañ e oberennoù an darn vuiañ eus ar pezh a chom eus ar C’homedi Kozh, ha skrivet int bet e-pad Brezel ar Peloponnesos, dindan rennad Perikles. E-kerzh fin ar Vvet ha deroù ar IVvet kantvedoù kt JK, endra save soñjezonioù nevez ha cheñche ar vuhezegezh politikel ha sokial e kêr Aten, Aristofanes a ziklêrie dre e oberennoù farserezh ar bolitikerion demagog pe bartizanted ar brezel, hag ar sitoianed gwasket gant « ar reizhenn » (ar boazenn prosezañ).
Muioc'h a ditouroù Anv ganedigezh, Ganedigezh ...
Aristofanes | |
---|---|
Bruskdelwenn Aristofanes (Mirdi an Ofisoù, Firenze) | |
Anv ganedigezh | Aristofanes |
Ganedigezh | -450 - 455, demos Kidatene |
Marv | War-dro -385 |
Bro | Hellaz Kozh |
Oberer | |
Yezh skrivañ | Henc'hresianeg, rannyezh Attike |
Stummoù | Komedi Kozh |
Serriñ