Bannieloù Stadoù ar bed war vor
From Wikipedia, the free encyclopedia
Broioù 'zo o devez bannieloù dishañval war zouar ha war vor (pe war zour: stêrioù, kanolioù, lennoù...). E yezhoù 'zo memes ez eus pep a c'her evit an degouezhioù-se. E saozneg e vo lavaret flag evit ur banniel, met war vor e vo lavaret ensign. Hañval eo e galleg pa vez lavaret drapeau war an douar, ha pavillon e bourzh ur vag.
Amañ ne vo roet nemet ar bannieloù-listri sivil a zo dishañval diouzh an hini a zo en implij war zouar.
Evit ar bannieloù brezel war vor, kit da welet: Bannieloù ar morluioù.
- Gwelet ivez Bannieloù Stadoù ar bed