Bannieloù aroueziañ war vor
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kod Etrebroadel an Arouezioù (ICS / International Code of Signals) a reer eus ur reizhiad arouezioù hag a ro tro da forzh pe vag er bed da eskemm kemennadennoù gant forzh pe lestr all.
E miz Gwengolo 1965 e voe degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet gant an IMCO/OMCI (Inter-Governmental Maritime Consultative Organization/Organisation Maritime Consultative Intergouvernementale)[1].
Savet eo diwar 26 arouez al lizherenneg latin hag an dek sifr eus 0 da 9.
Gitonioù eo al lizherennoù A ha B, bannieloù al lizherennoù C betek Z ; bannieloù dibar a anver seizennoù e yezh ar voraerion eo ar sifroù.
Ouzhpenn ar 36 arouez-se ez eus 4 all, tric'hornek o stumm, hag a dalvez da addiskouez un arouez kent pa ne vez ket a-walc'h ag arouezioù e bourzh.
Meur a zoare zo da implijout an arouezioù :
- a lizherenn da lizherenn evit digejañ ur giminiadezh ;
- dre ster etrebroadel pep arouez ;
- dre vodañ arouezioù da stummañ ur ster etrebroadel anavezet gant pep lestr a-drugarez d'un teuliad hag a chom e bourzh — ar SHOM 32 eo evit Breizh ha Bro-C'hall[2].
Ouzh un driñs e vez diskouezet an arouezioù, eus al laez d'an traoñ en ul lezel lec'h evit un arouez etre pep ger.