Bowling for Columbine
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bowling for Columbine zo un teulfilm amerikan-kanadian-alaman sevenet gant Michael Moore ha diskouezet er salioù-sinema amerikan evit ar wech kentañ d'an 11 a viz Here 2002. A-hed ar film e klask ar sevener kompren perak e vez muntret muioc'h a dud en ur mod kenfeuriek gant armoù-tan e Stadoù-Unanet Amerika evit e broioù all.
Un dave eo an titl da lazhadeg lise Columbine e Littleton (Colorado) e 1999, e-lec'h ma oa bet muntret 12 lisead hag ur c'helenner gant daou lisead all. Hervez Michael Moore e voe c'hoariet bowling gant Eric Harris ha Dylan Klebold, an daou vuntrer, ur pennadig a-raok al lazhadeg. N'eo ket bet prouet ar fed-mañ gant an enklaskoù avat.
Ar film en deus tapet Priz meur 55vet Gouel ar Filmoù e Canas, Oscar an teulfilm gwellañ ha César ar gwellañ film estrañjour. Tabut a zo savet diwar-benn ar film pa voe embannet, diwar-benn e zoare (teulfilm-faltazi) koulz ha war e sujed.