Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel ar Meurvor Habask (e spagnoleg La Guerra del Pacífico, pe La Guerra del Guano y Salitre) zo ur brezel a darzhas e kornôg Suamerika e 1879 hag a badas betek 1883. Brezel a voe etre Chile hag armeoù Bolivia ha Perou. Daoust da gevredadenn an teir bro er brezel a-enep Bro-Spagn e savas buan tabut diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù (rannvro Tarapacá, Tacna, hag Arica), hag e Bolivia (proviñs Antofagasta). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus gouelec'h Atacama.