Britannia
pajenn disheñvelout Wikimedia / From Wikipedia, the free encyclopedia
Britannia, skrivet Brittania a-wechoù ivez, zo un anv-lec'h istorel latin.
- Britannia eo an anv roet da Enez Vreizh (lod a lavar Preden) en amzer an Impalaeriezh roman. Klotañ a ra gant Bro-Saoz, Bro-Gembre, Kerne-Veur ha Bro-Skos a vremañ.
- Kavout a reer an anv-se da skouer
- en oberennoù Caesar ha Tacitus,
- e titl oberenn istorel Sant Gweltaz : De excidio Britanniae skrivet er VIvet kantved.
- Kavout a reer an anv-se da skouer
- Britannia eo ivez anv ar broviñs roman savet el lodenn eus Enez Vreizh aloubet gant ar Romaned, rak ne oa ket aloubet an enezenn a-bezh, ha Kaledonia, da skouer, a oa chomet dizalc'h; rannet e voe proviñs Britannia avat, hag adanvet ar rannoù anezhi. E 167 da skouer e voe krouet
- Britannia Inferior, hag Eboracum (York) he c'hêrbenn
- Britannia Superior, ha Londrez he c'hêrbenn
- E deroù ar Grennamzer e voe roet an anv Britannia ivez d'ar vro a oa anvet Arvorig betek-hen, dre ma oa annezet kalz Brezhoned eno. Graet e veze Britannia Minor anezhi, evit lakaat kemm gant eben, a oa anvet Britannia Major.
- Goude-se e voe fardet anvioù nevez diwar an anv latin Britannia:
- Britain e saozneg, a dalvezo evit Enez Vreizh en he fezh
- Bretagne e galleg a dalvezo evit Breizh hepken peurvuiañ
- ma vo ret treiñ Britannia Major d'ober Grande-Bretagne e galleg
Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask. |