Dharma (boudaegezh)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dhamma (pali धम्म) pe Dharma (sañskriteg धर्म) er voudaegezh en deus tri ster :
- Lezenn hollvedel an natur.
- Kelenn Bouda
- Un anadenn ha/pe e berzhioù.
Istor ar Voudaegezh | |
Diazezoù | |
Mennozhioù pennañ | |
Pennoù bras | |
Kustumoù | |
Boudaegezh dre vro | |
Skolioù ar voudaegezh | |
Testennoù Boudaek | |
|
Dharma a zeu eus ar sañskriteg ma talvez "ar pezh zo diazezet, al lezenn, an dlead, reizh". Ar ger prakrit deveret zo Dhamma [1].
En Azia ar Reter, an arouezlun evit Dharma zo 法, distaget fǎ e Mandarineg, hō e Japaneg ha beop e Koreaneg. E Tibeteg ez eo chos (ཆོས་, rannyezh Lasha [tɕǿʔ])(Daveoù a vank). En Ouigoureg, Mongoleg, hag un nebeud yezhoù all eus Kreizazia, ez eo nom, a zeu eus ar ger henc'hresianeg νόμος, nómos, a dalvez "lezenn"[2]