Inizi Galápagos
From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Galápagos (ent-ofisiel Archipiélago de Galápagos), anvet ivez Archipiélago de Colón, zo un enezeg er meurvor Habask.
Ur pennad Galápagos zo ivez.
Mont a reont d'ober ur broviñs eus Ecuador, Proviñs Galápagos, 972 km diouzh aodoù kornôk ar vro. Brudet int abalamour d'un toullad mat a loened ha plant ha na vezont kavet nemet er rannved-se. Brudet int ivez dre m'o deus talvezet da Charles Darwin evit e labourioù. Lakaet int bet war roll ar Glad bedel gant an UNESCO.