Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika (galleg: Communauté Économique des États de l’Afrique de l'Ouest, CEDEAO; saozneg: Economic Community of West African States (ECOWAS); portugaleg: Comunidade Económica dos Estados da África Ocidental (CEDEAO)) zo un aozadur etregouarnamantel krouet d'an 28 a viz Mae 1975 evit kas war-raok ar c'henlabour etre ar Stadoù ha krouiñ un unaniezh armerzhel ha moneizel. Deuet eo da vezañ ivez un nerzh evit derc'hel ar peoc'h er rannved-se. Teir yezh kenofisiel a zo: ar galleg, ar saozneg hag ar portugaleg.