Lizherenneg hengirillek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Diorroet e oa bet stumm kentañ al lizherenneg kirillek en Xvet kantved evit ober diouzh henslaveg an iliz dre skrid.
Goulennet e oa bet ma vije krouet seurt doare-skrivañ gant Boris I goude ma oa bet lakaet ar gristeniezh da relijion ar Stad e 864, ha kaset da benn ar c'hefridi gant Sant Sant Klemañs ag Ohrid hag a lakaas da anv dezhi hini e vestr Sant Kiril.
Awenet e oa bet al lizherenneg kirillik war-eeun gant hini ar gresianeg, an hini latin hag ivez gant al lizherenneg hebraek zoken.
Mont a rae al lizherenneg war gemmañ a-hed ar c'hantvedoù ha bremañ e vez implijet evit skrivañ meur a yezh e reter Europa hag en Azia bet dindan levezon Rusia pe an Unaniezh Soviedel gwechall.