Mell-droad
sport a-stroll / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar vell-droad, pe football, football association da anv ofisiel, a zo ur sport a-stroll, an hini ar muiañ pleustret dre ar bed ma kemerer e kont an niver a c'hoarierien hag a arvesterien. Renet eo gant un aozadur etrebroadel, ar Fédération Internationale de Football Association (FIFA), da lâret eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA). E meur a dolead, dreist-holl en Europa, Suamerika hag Afrika, eo ar vell-droad muioc'h eget ur c'hoari, ur stil buhez kentoc'h. Miliadoù a dud a ya da emezeliñ ouzh kluboù aficionados hag a ya da welet ar c'hrogadoù en-dro d'an dachenn vell-droad, evit souten ar paread c'hoarierien muiañ-istimet ganto. Sot int ivez gant krogadoù skingaset war-bouez ar skinwel pe ar skingomz.
- Evit sterioù all ar ger, gwelet mell-droad (disheñvelout).
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Dindan ren Kevread Etrebroadel Football Association e kaver aozadurioù dre gevandirioù.
- Evit Europa eo UKEM (UEFA) ;
- En Afrika eo KAM (CAF) ;
- Evit Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib eo KENAKAK (CONCAF bet CONCACAF) ;
- E Suamerika eo KENSAM (CONMEBOL).
E-touez ar c'hevezadegoù etrebroadel eo Kib vell-droad ar bed an hini bouezusañ, savet a-benn lakaat ar skipailhoù broadel pennañ da c'hoari an eil a-enep eben. E-keñver ar c'hluboù eo ar Gib etrekevandirel an tournamant bras pa gemer perzh ennañ kluboù kampionidi europat trec'h gant Kevre ar Gampioned ha re Kib al Libertadores, enni kluboù kampionidi suamerikan.