Menezioù Atlas
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Atlas (berbereg: idurar n Watlas, arabeg: جبال الأطلس) a zo un aradennad venezioù Afrika an Norzh, er Maghreb, war 2 500 km a-dreuz Maroko, Aljeria ha Tunizia. Toukbal, gant e 4 167 m eo ar beg uhelañ, e mervent Maroko. Ar menezioù Atlas a zisparti an aodoù kreizdouarel hag atlantel diouzh ar Sahara. An dud a zo chom er menezioù Atlas a zo Berbered anezho evit an darn vrasañ. Er menezioù-mañ ez eus plant ha loened na vezont kavet nemet amañ, reoù all eus Europa ; ha reoù zo a zo en arvar pe aet da get. Da skouer ar marmouz berber, arzh an Atlas (aet da get), al loupard berber, ar c'harv berber, al leon berber (aet da get), hag all.
- Ur pennad disheñvelout Atlas zo ivez.
Lakaat a ra an anv da soñjal er vojenn c'hresian eus ar ramz Atlas bet kondaonet gant Zeus da zougen bolz an oabl war he zivskoaz.