Miguel Najdorf
From Wikipedia, the free encyclopedia
Miguel Najdorf (Moishe Mieczysław Najdorf) a zo bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1910 e Grodzisk Mazowiecki, (Polonia) ha marvet d'ar 4 a viz Gouere 1997 e Malaga, (Spagn).
Mestrc'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat. Heuliañ a reas kentelioù Savielly Tartakower.
Pa darzhas an Eil brezel bed e 1939, edo e Buenos Aires en Arc'hantina, e-lec'h ma oa o c'hoari e anv Polonia en VIIIvet Olimpiadenn Echedoù. Dre ma oa yuzev e komprenas an arvar a vefe bet evitañ distreiñ da Bolonia: divizout a reas chom da vevañ en Arc'hantina ha bout broadet arc'hantinat. Ur ranngalon e voe evitañ. E familh a-bezh a voe lazhet e kampoù ar marv.