Monumant
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur monumant zo ur savadur lakaet war wel d'an dud hag a skeudenna arouez un darvoud istorel, un den, un doue pe ur mennozh a glasker derc'hel soñj anezho. Gallout a ra bezañ ur maen (ur maen-koun, pe ur bez), un delwenn (Keurzelwenn Rodos, Delwenn Arzhur III), ul logell (Bolz-enor Pariz) pe ur wezenn ivez (Dervenn Thor, Irminsul).
- Delwenn Arzhur III war varc'h.
- Maen-eñvor da Wilhelm Iañ e Porta Westfalica, Alamagn.
- Enskrivadur e Futhark diwezhañ (12vet kantved) ouzh Maen Vaksala e Bro-Sveden.