Popocatépetl
From Wikipedia, the free encyclopedia
Menez-tan Popocatépetl (e nahouatleg, popoca, « divogediñ » ; tepetl, « menez» ; ar menez a zivoged) a zo ur Menez-tan oberiant lec'hiet e Mec'hiko e Stad Puebla. An eil menez uhelañ e Mec'hiko eo war-lerc'h ar pikern Orizaba. Er park broadel Iztaccíhuatl-Popocatépetl emañ. Un dislonkadenn bouezus a oa bet e 1947: d'an 21 a viz Kerzu e 1994 e skarzhas ar menez-tan ludu hag aezhennoù hag a voe kaset 25 km ac'hann gant an avel. Lakaet e voe an dud da guitaat ar c'hêrioù tostañ.
E miz Kerzu 2000, dekmiliadoù a dud a zo bet lakaet da dec'hout pa ez eo bet brallet ar c'heleier gant ar skiantourien. Ar menez-tan en doa difretet un tammig met n'eo nemet d'ar 1añ a viz Kerzu en doa skarzhet ur golonenn a ludu uheloc'h eget 2 km[1].