Rannoù melestradurel Bro-Skos
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rannet eo Bro-Skos e 32 rann, anvet council areas e saozneg (“takadoù kuzul”), renet gant unitary authorities (aotrouniezhioù unvan) anvet councils ("kuzulioù"), war-bouez unan, Na h-Eileanan Siar hag a ra gant ar gouezeleg, ma'z eo anvet comhairle. Er fedoù e ra ivez kuzul Highland gant un anvadur divyezhek.
Mont a reont en-dro abaoe ar 1añ a viz Ebrel 1996, hervez lezenn gouarnamant lec'hel Bro-Skos e 1994.
Etre 1975 ha 1996 e oa rannet Bro-Skos e rannvroioù (regions), hag ar rannvroioù-se a oa rannet e distrigoù (districts).
Etre 1889 ha 1975 e oa rannet ar vro e kontelezhioù, kontelezhioù kêrioù, e burghoù bras ha burghoù bihan.