Volcán de Fuego
From Wikipedia, the free encyclopedia
El Volcán de Fuego, "Ar Menez-tan Tanek", zo anv ur menez-tan gweleadek lec'hiet e Kreizamerika, e su kreiz Guatemala, e gevred departamant Chimaltenango, tost-tre da vevennoù an departamantoù Sacatepéquez er reter dezhañ hag Escuintla er su dezhañ.
Volcán de Fuego | |
---|---|
Volcán de Fuego e 2012 | |
14° 28' 29" N – 90° 52' 51" K | |
Riez | Guatemala |
Lec'hiadur | Gwareg volkanek Kreizamerika Sierra Madre de Chiapas |
Uhelder | 3 763 m |
Doare | Menez-tan gweleadek |
Statud | Oberiant |
Didarzh diwezhañ | 5 a viz Mezheven 2018 |
Unan eus menezioù-tan meur Kreizamerika eo, ken taer e vez e zidarzhioù. Hep mar ez eo ar menez-tan oberiantañ abaoe alouberezh Guatemala gant Spagn (1524-1697).
Chi'gag "Al lec'h m'emañ an tan" eo e anv er yezh ar vro, ar c'haktchileg.
Da 3 763 metr a-us live ar mor e sav pikern Volcán el Fuego hag en em astenn war-du aod ar su da stummañ troad an aridennad menezioù. Distruzh eo e dor uheloc'h eget 1 300 m, pa ne gaver nemet lava eno. Dindanañ ez eus un uhelgompezenn liesdoare he dezverkoù douarouriezhel.
Un elfenn eus un triad menezioù-tan eo, gant ar Volcán de Acatenango hag ar Volcán de Agua ; unanet e La Horqueta "Ar Forc'hig" eo ar Volcán de Fuego hag ar Volcán de Acatenango dre o zreid, tra m'emañ ar Volcán de Agua pelloc'h en norzh dezho. Los volcanes de Fuego e veze anvet La Horqueta gant an drevadennerien spagnat.[1]
Eus ar menez-tan ez eien meur a stêr war-du ar su hag an aodoù, a-dreuz tachennoù strujus a-drugarez da builhentez an elfennoù maenel enno.