24 eurvezh ar Mañs
From Wikipedia, the free encyclopedia
24 eurvezh ar Mañs ("Les 24 heures du Mans" e galleg) a zo ur redadeg kirri a bad 24 eurvezh, a vez redet e miz Even diouzh boaz war un droiad hent e-kichen ar Mañs e Bro-C'hall. Redet e vez bep bloaz abaoe 1923. Ur redadeg Andur eo, o lakaat ar c'hirri, ar bandennoù-rod hag ar vlenierien da badout ar muiañ e vez posupl. Unan eus redadegoù-kirri brudetañ er bed eo hag unan eus kurunennoù ar Gurunenn Dripl eo, asambles gant an Indianapolis 500 ha Priz Bras Monako.
Aozet e vez ar redadeg gant an Automobile Club de l'Ouest (ACO) war 24 eurvezh a zo an amzer e lec'h ma rank ar berzhidi ober ar muiañ a gilometradoù a c'hellont ober. Da gentañ e oa digor ar redadeg evit kirri a c'hallfe bezañ gwerzhet da n'eus forzh piv, met bremañ e vez digor ar redadeg d'ar C'hentpatromoù (Renkad Prototype e galleg) ha d'an Touristerezh Bras (Renkad Grand Tourisme e galleg).
Awenet en deus ar redadeg redadegoù-all evel 24 eurvezh Daytona, 24 eurvezh an Nürburgring pe 24 eurvezh Spa ha kevezadegoù zo graet diwar reolennoù 24 eurvezh ar Mañs evel an ALMS pe an ELMS. E-barzh kevezadeg bed an Andur emañ ar redadeg bremañ. Alies e oa bet perzh eus Kevezadeg bed ar C'hirri Sport abaoe 1953 hag abaoe 2012 emañ perzh eus Kevezadeg bed an Andurañs.