Agnetha Fältskog
From Wikipedia, the free encyclopedia
Agneta Åse Fältskog ([aŋˈneːta ˈfɛltskuːɡ]), ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1950 e Jönköping e Sveden, zo ur ganerez svedat brudet en abeg ma kane gant al laz ABBA, a reas berzh bras hag a werzhas 370 milion a bladennoù dre ar bed. Gant an niver-se e oa an eil gwellañ laz-sonerien ha kanerien evit ar pladennoù gwerzhet, hag eus an holl ganerien e oa ar pevare.