Agustín Lara
From Wikipedia, the free encyclopedia
Evel Agustín Lara eo gwelloc'h anavezet Ángel Agustín María Carlos Fausto Mariano Alfonso del Sagrado Corazón de Jesús Lara y Aguirre del Pino, anezhañ ur c'haner ha sonaozour mec'hikan, unan eus re vrudetañ e amzer, hag a gane sonioù karantez, en doare boleros, dreist-holl. Lesanvet e oa El Músico Poeta El Flaco de Oro, hag anavezet e oa a-hed da-hed Amerika spagnolek, koulz hag en Spagn.
Brudet eo e ganaouennoù evel María Bonita, en devoa savet evit e bried María Félix, Solamente una vez, ha dreist-holl Piensa en mi, e 1937, kanet gant Luz Casal er film Tacones lejanos, gant Pedro Almodóvar, e 1991.
Kanet eo bet e oberennoù gant Don Pedro Vargas, "el Tenor Continental", Antonia Peregrino "Toña la Negra", Pedro Infante, Alejandro Algara, Hugo Avendaño, Javier Solís ha Carmela y Rafael, Julio Iglesias, Mijares, Vicente Fernández, Pérez Prado, Natalia Lafourcade, Wilbert Alonzo Cabrera ha re all.
Diaes eo gouzout pegoulz ha pelec'h e oa ganet, kustum e oa an den da droadañ gevier; lavarout a rae alies e oa ganet en Tlacotalpan, Veracruz, d'an 30 a viz Here 1900. Sed a lenner en meur a vuhezskrid anezhañ ha war e vez.