Ar Varn ziwezhañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Judgment Day (brezhoneg: ar Varn ziwezhañ), berraet e J-Day, zo un termenadur implijet e bed ar frañchiz Terminator evit ober anv eus an devezh ma'z eo deuet Skynet (un urzhiataer) da vezañ emren hag a voe kroget gantañ da lazhadegañ Mab-den en ur bannañ misiloù nukleel war Amerika, Rusia hag ar bed dre vras. Tri miliard a dud a voe lazhet war an taol.
Fedoù berr-ha-berr
Judgment Day
Serriñ
Sarah Connor eo ar vaouez kentañ he dije bet klevet komz eus an darvoud-se e 1984 dre Kyle Reese, ur soudard deuet eus an amzer da zont evit difenn anezhi rak ur robot lazher Terminator.