Bagad Lann Bihoue
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bagad Lann Bihoue zo ur bagad sonerien eus morlu Bro-C'hall e Breizh, unan eus ar re chomet bev e deroù ar XXIañ kantved. Reoù all zo bet e Dinan, Cherbourg, Lande D'Ouée, Bourdel, Sant-Mandrier, hag all. E 1952 e oa bet savet hini Lann Bihoue, e-tal an Oriant, e bonn aeronaotek war-vor Lann Bihoue. Ar bagad a zo arouez ar verdeadurezh vroadel ha sevenadur Breizh. Kinnig a ra sonioù liesseurt, ha liessevenadurel en emgavioù broadel hag etrebroadel ivez.
30 soner a zo er bagad, sinet e vez gante ur c'hontrad hag a bad ur bloavezh hag a zo tu da neveziñ teir wech. Skrivañ, ha gwellaat a reont o-unan 90 munutenn eus roll sonioù ar bagad. Digas a reont ivez mennozhioù, ur stil, eilstummoù nevez...