Bengaluru
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bengaluru (stumm ofisiel abaoe 2014[1] pe Bangalore (hervez ar stumm saoznekaet) (kannadeg: ಬೆಂಗಳೂರು /'beŋgaɭuːru/) eo kêr-benn Karnataka, unan eus stadoù Republik India. Lec'hiet eo war bladenn Mysore. Savet eo bet tamm-ha-tamm en-dro d'ur c'hastell pri lakaet en e sav e 1537. Ur sez melestradurel eo ar gêr evit ar Saozon adalek 1831. E-pad ar British Raj - marevezh beli an Impalaeriezh saoz - e teu Tamilidi, Telougouidi ha tud eus hanternoz ledenez Indez di a-benn labourat ha diorren evel-se aozadurioù ar soudarded saoz. E 1881 eo dilezet kêr gant ar re-mañ da Vaharaja Mysore.
ಬೆಂಗಳೂರು Bengaluru | |
---|---|
Lec'hiadur Bengaluru | |
Riez | India |
Stad | Karnataka |
Rannvro (distrikt) | Bangalore Urban |
Maerez | Mumtaz Begum |
Uhelder | 920 m |
Gorread | 1280 km² |
Hed | 77.56° R |
Led | 12.97° N |
Poblañs | 6.158.677 (2006) |
Stankter | 2,978.6/km² |
Kod post | 560 0xx |
Kod pellgomz | (+91 (0)80 |
Adalek 1947, pa zeu ar vro da vezañ dizalc'h, e krog Bengaluru da vezañ ur greizenn c'hreantel troet war an houarnerezh, ar mekanikerezh, ar gimiezh evit degas danvezioù d'an arme ha da industriezh an egor.
Klouaroc'h eo an hin eno evit m'eo er c'hêrioù all eus India, ar pezh en deus sachet kalzik a dud da vont da chom di. Tolpad kêrioù Bengaluru a vod 6,1 milion a dud ennañ hiriv an deiz, a-hervez. Dre-se eo unan eus pobletañ lec'h India : en trede plas emañ evit pezh a sell ouzh ar c'hêrioù, er pempvet evit an tolpadoù-kêrioù.
Berzh an embregerezhioù o labourat war dachenn an teknologiezhioù blein, goude ma oa bet frankaet an ekonomiezh er vro, en deus lakaet teknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ da ziorren a-grenn. Anavezet eo Bengaluru evit bezañ ur seurt Silicon Valley mod India.
Kavout a reer skolioù-meur ha skolioù-uhel lufrus e Bengaluru. A-fed live deskadurezh eo ar gêr-se en eil renk en India. Daoust da-se o deus hec'h annezidi da stourm ouzh kudennoù a gaver e penngêrioù ar "broioù o tiorren", en o zouesk ar saotradur, an hentoù stanket, an torfedoù niverus.