Bannieloù ar morluioù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bannieloù ar morluioù (arme-vor) a c'hall bezañ a-wechoù gwall zishañval diouzh ar banniel broadel, pe diouzh ar banniel mor graet evit ar siviled. Banniel morlu Rusia, paneveken, n'en deus netra da welet gant banniel broadel Rusia, hag a vez gwintet ouzh al listri kenwerzh.
Bannieloù morlu ar Rouantelezh-Unanet hag ar broioù bet dindan he dalc'h a vez alies gwenn o “maez”. Hini ar Rouantelezh-Unanet end-eeun 'zo diazezet war banniel Bro-Saoz (kroaz ruz war ur foñs gwenn).
Hini Japan, “an heol o sevel”, a zo brudet-kenañ.