Breizh Vev
From Wikipedia, the free encyclopedia
Breizh Vev pe ziagent Kevredad evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh (SEPNB) a zo kevredigezh pennañ Breizh o labourat war dachenn an endro.
Orinoù Breizh Vev a gaver e Kelc'hioù douaroniel ha naturalour Penn-ar-Bed, krouet e 1953 gant Marcel Gautier, Michel-Hervé Julien hag Albert Lucas. E 1958 e tibabjont krouiñ an SEPNB (Société pour l'étude et la protection de la nature en Bretagne - Kevredigezh evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh) hag a gemero tamm-ha-tamm plas ar gevredigezh kentañ.
Buan-tre e tiorroas an SEPNB, evit tizhout 2500 ezel e 1967. Pennañ kevredigezh gwareziñ an natur eo er Stad C'hall.
Ur pouez bras he deus bet ar gevredigezh-se e Breizh evit krouiñ un emskiant eus kudennoù an natur hag an endro.
Kemer a ra perzh ivez dibaoe fin ar bloavezhioù 1960 er stourmoù ekologel:
- A-enep d'al lanvioù du : Torrey Canyon, Amoco Cadiz, Tanio, Erika, h.a.
- A-enep d'ar raktresoù kreizennoù nukleel e Breizh : An Ardeven, Plonger, Pentelloù, Plogo, h.a.
Krouiñ ha merañ a ra ivez tachennoù gwareziñ an natur.