Brezhon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur Brezhon (e kembraeg Brython) zo un den eus Enez Vreizh (Preden gouez da lod), a vo brezhoneg (pe predeneg hervez lod) e yezh.
- Implijet e vez an anv kozh-se evit ober anv eus ar bobl anvet Britanni gant Julius Caesar ha Tacitus, adalek ma voent diazezet en enezenn betek ma voe savet Bro-Gembre ha Bro-Saoz.
Darn eus ar Vrezhoned a guitaas an enezenn da vont da sevel rouantelezhioù nevez da Letavia, pe Breizh Vihan, pe da avielañ ar vro: eus ar re-se e reer sent vrezhon.
- Diwar-se e implijer ar ger ivez eus o diskennidi e Breizh e mare Rouantelezh Breizh lakaomp, ha zoken goude. Da skouer e c'haller ober anv eus tierned vrezhon a zimezas da briñsezed frank.