Carl von Linné
mezeg ha louzawour eus Sveden / From Wikipedia, the free encyclopedia
Carl von Linné a voe ganet d’an 23 a viz Mae 1707 e Stenbrohult, e proviñs Småland e kreisteiz Sveden ha mervel a reas d’an 10 a viz Genver 1778 en Uppsala. Ur mezeg e oa, louzawour ha kelenner e skol-veur Uppsala. Gantañ e voe rummataet holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae (1735). Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar vevien zo en implij bremañ. Met ma'z eus bet miret lod eus ar pennaennoù, kalz a draoù a zo bet kemmet ivez.
Carl Linnaeus e oa e anv pa voe ganet. Pa voe noplaet gant roue Sveden e 1761 e cheñchas e anv e Carl von Linné. E kalz yezhoù e reer anezhañ hiziv Linné hepmuiken.
Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, Flora lapponica . Mont a reas da vroioù all en Europa ivez : en Izelvroioù e lakaas embann e Systema naturae.