Dañs-tro
From Wikipedia, the free encyclopedia
An dañs-tro, pe dañs a-dro, pe gavotenn alies, zo un anv hollek roet d'un toullad dañsoù breizhek.
An dud a zañs en ur c'helc'h, a-wechoù en ur chadenn digor, dorn an eil e dorn egile, ur plac'h etre daou baotr pa c'haller, en ur vont a zehoù da gleiz. Ne fiñv ket nemeur an daouarn.
Dañset e veze an dañsoù-tro ouzh son ar binioù hag ar vombard, pe hini an akordeoñs hag an dreujenn-gaol, pe c'hoazh ouzh kan ar ganerien, ar c'haner hag an diskaner(ien). Gwelout kan ha diskan.