Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tiriad Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs (ent-ofisiel territoire des Terres australes et antarctiques françaises, berraet e Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs hepmuiken dre vras, TAAF da deskanv) a zo un tiriad tra-mor eus ar Republik c'hall savet e 1955. Tri distrig dishañval eus su Meurvor Indez a zo ouzh e ober:
- Inizi Kergelenn,
- Inizi Crozet,
- Distrig Sant-Paol hag Amsterdam.
Un distrig all, lod eus Antarktika, a zo lakaet da zarn ivez:
- Douar Adélie (Terre Adélie), met kement-se n'eo ket degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel na zegemer ket e vefe perc'hennet darn pe zarn eus ar c'hevandir-se.
Abaoe miz C'hwevrer 2007 ez eus bet savet ur pempvet distrig, gant un toulladig inizi trovanel eus Meurvor Indez, a vez graet:
- an Inizi Strewet (îles Éparses) anezho (Tromelin, Europa, Bassas da India, Glorieuses, Juan de Nova).