Emgann Kistreberzh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Kistreberzh a enebas ul lu viking ouzh arme vreizhat Alan Iañ hag e gevezer Yezekael. Alan Iañ ha Yezekael, hag a veze o stourm an eil ouzh egile evit tron Breizh, o doa divroc'het a-benn talañ ouzh an dañjer nevez. Nebeut a dra a ouzer diwar-benn an emgann-se met Yezekael a voe lazhet ennañ, ar pezh a lakaas Alan Iañ da roue nemetañ. Un trec'h a yeas gant ar Vretoned memes tra. Goude o faezhidigezh ne reas ket ar Vikinged kalz a dra sirius ken evit tagañ Breizh ha kement-se betek marv Alan.