Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brasañ festival bannoù-treset europeat eo Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême ("Festival International de la Bande Dessinée d'Angoulême" e galleg). Bep miz Genver eo, e kêr Angoulême, e Bro-C'hall, abaoe 1974.
Roet e vez prizioù a oa graet "Alfred" anezho e deroù ar festival, diouzh ar mank tennet eus Zig et Puce gant Alain Saint-Ogan. Cheñch a reas an anv e 1989 evit "Alph-art" diouzh albom diwezhañ ha diechu Tintin "Tintin et l'Alph-Art" gant Hergé. Lezet e oa an Alph-art a-gostez e 2003 evit prizioù ofisiel Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême. "Les Fauves" eo o anv nevez abaoe 2010. Ouzhpenn se e vez roet Priz Meur kêr Angoulême d'un arzour bev evit oberenn e vuhez. An arzour-mañ a zeu da vezañ prezidant ar festival evit ar bloaz war lerc'h.