Frienn gweuz-dent mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù gante un arouezenn ispisial hervez taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar frienn gweuz-dent mouezhiet, treuzskrivet [m] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 115.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
A-wezhoù e implijet an arouezenn [m] mui ur sin diakritek ispisial dindani evit diskwel e vez produet gant an dent: [m̪].
Daoust ha ma n'anavezer yezh ebet a ra gant ar fonenn-mañ evel fonem e vez kavet stank e-touez yezhoù ar bed war al live fonetikel evel alofonenn [m] hag a-wezhoù ivez [n] dirak kensonennoù gweuz-dent all, peurliesañ [f] ha [v].