Glaoda Iañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Glaoda Iañ, pe Claudius Iañ, pe Tiberius Claudius Caesar Augustus Germanicus hervez e anv leun e latin, pe Tiberius Claudius Drusus Nero Germanicus kent dont da impalaer, a oa un impalaer roman, bet ganet d'ar 1añ a viz Eost 10 kent JK e Lugdunum, ha marvet d'an 13 a viz Here 54. Lesanvet e oa bet Germanicus, ha Britannicus goude trec'h e armeoù war ar C'hermaned da gentañ, ha war ar Vrezhoned goude. An anv Britannicus zo bet roet d'e vab goude.
Impalaer an impalaeriezh roman e voe adalek ar 25 a viz Genver 41 betek e varv d'an 12 a viz Here 54. Claudius e voe ar c'hentañ impalaer ganet e-maez Italia, hag eñ tremen 50 vloaz dija.