Herri Iañ (Bro-Saoz)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Herri Iañ, lesanvet Beauclerc (war-dro 1068/1069 – 1añ a viz Kerzu 1135), a oa pevare mab Gwilherm Iañ, roue Bro-Saoz. Roue Bro-Saoz e voe war-lerc'h e vreur henañ Gwilherm II e 1100. Trec'hiñ a reas e vreur Roparzh Berr-e-heuz evit bezañ dug Normandi e 1106. Lesanvet e oa Beauclerc dre ma oa troet gant ar studi, ha Leon a Justis dre ma klaskas lakaat urzh el lezennoù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
Anv e yezh-vamm an den | Henry I Beauclerc |
Anv-bihan | Henry |
Titl noblañs | Duged Normandi, roue Bro-Saoz, Kont |
Deiziad ganedigezh | 1068 |
Lec'h ganedigezh | Selby |
Deiziad ar marv | 1 Kzu 1135 |
Lec'h ar marv | Lyons-la-Forêt |
Doare mervel | kleñved |
Abeg ar marv | foodborne illness |
Lec'h douaridigezh | Reading Abbey, Abati Port-du-Salut |
Tad | Gwilherm II |
Mamm | Matilda Flandrez |
Pried | Matilda Bro-Skos, Adeliza of Louvain |
Familh | House of Normandy |
Micher | Roue |
Karg | roue Bro-Saoz, Duged Normandi |
Perc'henn war | Château des ducs d'Alençon, Bedford Castle |
Deskrivet dre | King Henry I |
Gouzout a reas ober e vad eus kement degouezh a oa. Kemer a reas ar galloud pa oa e vreur Roperzh e Brezel ar Groaz (Kentañ kroaziadeg) ha brezel a voe etre an daou vreur evit gouzout piv a vije mestr Saoz ha Normandi. Adunanet e voe ar rouantelezh hag an dugelezh goude ma oant bet dispartiet gant e dad p'edo war e dremenvan e 1087.
Sevel a reas ur seurt lezenn anvet Charter of Liberties, a ranke ar roue ober diouti. Kempenn a reas justis hag arc'hanterezh ar rouantelezh. Kas a reas tud da evezhiañ galloud ar gargidi ha meulet e voe kement-se gant ar bobl. Krog e oa ar pobloù saoz ha norman da gendeuziñ ha dimeziñ a reas d'ur verc'h eus an tiegezh saoz kozh.