Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau
skrivagner gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Honoré-Gabriel Riqueti, pe Riquetti, kont Mirabeau (1749-1791), a oa ur politiker gall ha skrivagner gallek eus an XVIIIvet kantved.
Ganet e oa bet d'an 9 a viz Meurzh 1749 e Le Bignon (hiriv Le Bignon-Mirabeau, e Loiret) ha marvet d'an 2 a viz Ebrel 1791 e Pariz.
Brudet e oa e deroù an Dispac'h gall evel prezeger : lesanvet e oa l'Orateur du peuple) ha la Torche de Provence dre ma oa patrom an helavarded parlamantel c'hall. Evit dezhañ bezañ a lignez uhel e oa bet anvet da gannad an Trede-Stad. Ken karet e oa gant an Dispac'herien ma voe kaset e gorf da Banteon Pariz, met kavet e voe en e baperoù en devoa bet darempredoù kuzh gant ar roue, ma voe tennet e gorf eus ar Panteon ma oa an den kentañ beziet.
Brudet eo e Breizh ar gerioù dismegañsus a lavaras da gannaded Breizh : Breizhiz oc'h? Ar C'hallaoued a c'hourc'hemenn, distaget er Vodadenn Vonreizhañ d'an 9 a viz Genver 1790.