Impalaerez Brazil
Wikimedia roll / From Wikipedia, the free encyclopedia
E-keit ma padas Impalaeriezh Brazil (1822-1889), e voe peder impalaerez Brazil.
- Ar gentañ, Maria Leopoldine Aostria, eo an hini nemeti a gemeras perzh e politikerezh he bro nevez, ha rejantez e veze zoken pa veze he fried Pedro Iañ Brazil, o redek ar bed, ha keloù a gase d'he zad, Franz Iañ Aostria, eus darvoudoù Brazil.
- War-lerc'h Leopoldina, e renas Amélie von Leuchtenberg, met ne voe ket pell e karg. Gant he fried Pedro Iañ e tistroas da bortugal, goude dezho dilezel ar gurunenn, da vont da stourm evit gwirioù e verc'h Maria II Portugal.
- An trede impalaerez e oa Teresa de Bourbon-Div Sikilia, a voe didrousoc'h e bed ar politikerezh, bepred e veze gant he fried, Pedro II, ha ne gomzas ket nemeur en hec'h harlu. O merc'h, Isabel do Brasil, ne savas morse war dron Brazil, abalamour ma voe embannet Republik Brazil e 1889, goude ma oa bet rejantez an Impalaeriezh dre deir gwech, ha dreist-holl pa voe lakaet fin da sklaverezh e Brazil.