Jean-Marie Gustave Le Clézio
skrivagner gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean-Marie Gustave Le Clézio (peurliesañ J.M.G. Le Clézio) a zo ur skrivagner bet ganet e Nisa d'an 13 a viz Ebrel 1940. Berzh en deus graet gant e romant kentañ, Le Procès-verbal e ditl, bet embannet e 1963. Levezonet eo gant orinoù liesseurt e familh, e veajoù er bed a-bezh hag e anaoudegezh eus pobloù Amerika. En holl en deus skrivet war-dro daou-ugent levr : romantoù, danevelloù, kontadennoù, skridoù-arnod hag istorioù evit ar vugale. Priz Nobel al lennegezh en deus bet e 2008[1].