João V Portugal
From Wikipedia, the free encyclopedia
João V de Portugal, pe João o Magnânimo, pe Yann V a Bortugal, ganet d'an 22 a viz Here 1689 e Lisbon (Portugal) ha marvet eno d'an 31 a viz Gouere 1750, zo bet roue Portugal war-lerc'h e dad Pedro II, adalek ar 1añ a viz Genver 1707 betek e varv. Ren a reas evel ur roue hollveliek, diwar skouer ar roue gall Loeiz XIV. Eus aour Brazil e reseve ur bempvedenn.
|