John H. Lee (sevener filmoù)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lee Jae-han (ganet e Seoul e 1971), lesanvet John H. Lee, zo ur sevener, produer filmoù ha skrivagner senariooù Sukorean. Lee a oa bet o studiañ ar seveniñ filmoù en New York University.
Muioc'h a ditouroù Lesanv(ioù), Ganedigezh ...
Lee Jae-han | |
John H. Lee e 2010. | |
Lesanv(ioù) | John H. Lee |
---|---|
Ganedigezh | 1971 e Seoul |
Broadelezh | Sukorean |
Micher(ioù) | filmaozer, produer |
Filmoù brudet | A Moment to Remember, 71: Into the Fire, Operation Chromite |
IMDB | http://www.imdb.com/name/nm0497565/ |
Serriñ
Brudet eo John H. Lee evit chom hep ober ar memes doareoù filmoù a film da film kement hag evit e zoare peurlipet da filmañ ha kinnig e filmoù. Abaoe penn-kentañ e labour war ar filmoù e 2000, ez eo deuet a-benn da dizhout ar box office meur a-wech gant e filmoù A Moment to Remember (drama, 2004), Sayonara Itsuka (2010), 71: Into the Fire (istorel, brezel, 2010) hag Operation Chromite (drama, brezel, 2016).