John Rambo
From Wikipedia, the free encyclopedia
John James "Johnny" Rambo (ganet d'ar 7 a viz even 1947) a zo un tudenn ijinet haroz da bed Rambo ha d'an heuliad filmoù Rambo. Lesanvet ez eo "Johnny" pe "Rambo" pe "ar martolod".
Ar c'hentañ gwech ma vez klevet kaoz d'eus outañ a vezo er bloavezh 1972 en ul levr-berr anvet First Blood gant David Morrell. Ret e vezo gortoz ma vije taolennet er sinema gant Sylvester Stallone evit mont etrezek ur brud hollvedel.
Awen Rambo a vije Audie Murphy ur soudard Amerikan gwirion eus an Eil brezel-bed.
Deuet ez eo da vezañ ar ger "Rambo" un doare da ziskrivañ unan bennak troet gant ar fuelster evit diskoulmañ ar c'hudennoù, o kaout poan da blegañ d'an urzh, o vezañ kreñv ha disoursi pa vez gwall kudennoù o sevel.