Katarina Sveden (1584-1638)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Katarina Sveden, pe Katarina av Sverige e svedeg, (1584-1638), a oa ur briñsez eus Sveden, merc'h da Karl IX, Roue Sveden, ha mamm da Karl X Gustav.
Lezvamm ar rouanez Kristina Sveden e voe e-pad ur pennad.
Dimeziñ a reas e 1615 d'he c'henderv Johann Kasimir von Pfalz-Zweibrücken-Kleeburg. Chom a rejont e Sveden betek 1617, ha mont goude da Alamagn ma vevjont e-pad pemp bloaz.