Kensonenn diweuz dre serriñ divouezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn diweuz dre serriñ divouezh treuzskrivet [p] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 101.
Kavet e vez stank ar fonenn [p] evel fonem (pe evel alofonenn fonemoù all) e-touez yezhoù ar bed hag gant yezhoù 'zo, da skouer ar yezhoù indez-aryek komzet en India, e vez enebiet meur a doare [p] an eil ouzh ar re all ar al live fonologel.
Mankout a ra, avat, ar fonenn [p] e tro-dro da 10% eus holl yezhoù ar bed ma vez implijet gante ar gensonenn mouezhiet par [b], evel da skouer en darn vrasañ eus ar yezhoù komzet tro-dro d'ar Sahara, en o zouez an arabeg unvan. N'ouzer ket hag-eñ eo bet kollet ar fonenn-mañ gant ar yezhoù-se a-hed ar wezh. E familh-yezhoù all, da skouer ar c'hentkeltieg hag ar c'henteuskareg e vanke ar fonenn [p] daosut ha ma raent gant ar fonenn [b] ivez hervez an enklaskoù bet kaset da-benn war an dachenn-se.
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [b] hag ouzh ar fonem ruz mouezhiet dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [p] > [b]
- "penn" > "da benn"
- [p] < [b]
- "bag" > "ho pag"
- [b] > [v]
- "bag" > "da vag"
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").