Kensonenn diweuz dre serriñ mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn diweuz dre serriñ mouezhiet treuzskrivet [b] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 102.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar fonem divouezh [p] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat ha kaletaat hag ivez dre ar c'hemamdur dre c'hwezhañ ouzh ar fonem ruz [f] (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [p] > [b]
- "penn" > "da benn"
- [p] < [b]
- "bag" > "ho pag"
- [p] > [f]
- "penn" > "ma fenn"
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dre serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").