Kensonenn drekstaon dre serriñ divouezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekstaon dre serriñ divouezh treuzskrivet [k] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 109.
Kavet e vez stank-tre ar fonenn [k] e yezhoù ar bed ha gant an darn vrasañ anezhe e vez implijet un doare [t] d'an nebeutañ evel fonem ha lies gwezh e kaver yezhoù, da skouer an holl yezhoù indez-aryek komzet en India en o zouez an hindeg, ma vez implijet gante meur a doare [k] disheñvel enebiet an eil re ouzh ar re all war al live fonologel, da skouer un [k] plaen enebiet ouzh un [k] c'hwezhet.
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [g] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem ruz [χ/h] dre ar c'hemmadur dre c'hwezhañ (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [k] > [g]
- "ki" > "da gi"
- [k] > [χ]
- "ki" > "ar c'hi"
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").