Kensonenn drekstaon dre serriñ mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekstaon dre serriñ divouezh treuzskrivet [g] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 110.
En un doare strizh e rankfer ober atav gant ar stumm "" hervez reolennoù al LFE met aotreet emañ ivez ober gant ar stumm "" ivez mar bez ezhomm.
Dres evel ar fonenn [p] e vank ar gensonenn [g] e 10% eus holl yezhoù ar bed, ha mankout a raent int-i o div en arabeg unvan hag ar c'heteg. Daoust ha m'emañ kreizennet ar yezhoù ma vank enne ar gensonenn [p] tro-dro d'ar Sahara avat e kaver yezhoù hepte ar gensonenn [g] e meur a lec'h disheñvel dre ar bed.
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem ruz [χ/h] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem divouezh par [k] dre ar c'hemmadur dre galetaat (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [k] < [g]
- "ganedigezhi" > "ho kandedigzh"
- [g] > [χ]
- "gar" > "divc'har"
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").