Kensonenn staon dre serriñ mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn staon dre serriñ mouezhiet treuzskrivet [ɟ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 108.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
Kavet e vez ar fonenn gensonennel-mañ koulz evel ur fonem hag evel alofonenn [g] alies dirak ur vogalenn serr, da skouer e gresianeg a-vremañ hag ivez e ranyezhoù gallek 'zo.
E hungareg hag en albaneg e kaver kensonennoù staon dre serriñ gwrion. Peurliesañ avat e talvez an hevelep arouzenenn [ɟ] da dreuzskrivañ ur gensonenn drekstaon dre serriñ, ur gensonenn kevig-staon dre serriñ pe ur gensonenn kevig-staon dre daravat mouezhiet staonekaet.