Kensonenn tro-gil dre serriñ mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn tro-gil dre serriñ mouezhiet treuzskrivet [ɖ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 106.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
Kavet e vez ar fonenn gensonennel-mañ koulz evel ur fonem, evel da skouer en holl yezhoù komzet en India, hag evel alofonenn [d] alies dirak ur [r] e yezhoù skandinavek 'zo, da skouer e norvegeg verden a c'hell bezañ distaget [ˈʋæɾdn̩] (rannyezhoù kornôg ha norzh) pe [ˈʋæɖn̩] (rannyezhoù reter ha kreiz) hervez ar rannyezh resis.